Pegen pell ‘mañ ma hunvre
Ha pegen hir eo an dale ;
Soñjal ‘raemp d’ar mare-se
E kemmje an traoù dillo-tre,
Eus an deiz d’egile.
Siwazh, netra na c’hoarvez,
Ha den ebet ‘sav e vouezh,
Pep hini a chom er gêr
Hag a dav war zigarez
N’eo ket re vrein e vuhez ;
Bezomp disuj ha disent,
Disheñvel-mik diouzh an dud
A heul evel deñved,
Na chomomp ket bouzar, dall ha mut.
Pegen pell ‘mañ ma hunvre,
Spioù kerseet hor yaouankiz ;
Spi a reizh, spi a frankiz
N’int ket aet war nij koulskoude,
Eus an deiz d’egile.